Landgraviezh Hessen
Landgraviezh Hessen (Landgrafschaft Hessen) a oa ul landgraviezh eus an Impalaeriezh santel roman adalek 1264 betek 1567, pa voe rannet etre mibien Philipp Iañ Hessen, Landgrav Hessen.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar Grennamzer edo Hessen e-barzh Landgraviezh Thuringia, met goude Brezel Hêrezh Thuringia e tegouezhas etre daouarn mab Sophie of Thuringia, Dugez Brabant. Heinrich Iañ von Hessen, lesanvet Heinrich ar Bugel, a voe anvet da Landgrav Hessen en 1246. Etre 1458 ha 1500 e voe rannet al landgraviezh etre Hessen Uhel ha Hessen Izel.
Kreskiñ a reas pouez Landgraviezh Hessen er XVIvet kantved gant Philipp Iañ Hessen (1504–1567) , lesanvet Ar Madelezhus, pa gemeras ar relijion brotestant en 1524 ha pa glaskas sevel un unaniezh etre ar briñsed protestant all eveltañ. Pa varvas Philipp in 1567 e voe rannet Landgraviezh Hessen etre mibien e bried kentañ .
- Landgraviezh Hessen-Kassel (a zeuas da vout electorate of Hesse, 1567–1806 ha 1813–1866, ebarzhet e Rouantelezh Prusia): Wilhelm IV von Hessen
- Hessen-Marburg (1567–1650, ebarzhet en Hessen-Kassel ha Hessen-Darmstadt: Ludwig IV, Landgrav Hessen-Marburg
- Landgraviezh Hessen-Rheinfels (1567–83, ebarzhet en landgraviezh Hessen-Kassel): Philipp II Hessen-Rheinfels
- Landgraviezh Hessen-Darmstadt (1567–1806, deuet da vout Dugelezh-Veur Hessen hag ar Roen 1806–1918, ebarzhet e Republik Weimar): Georg Hessen